Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
HISTORIOU SANTEL.


Neuze Moïzes a zavaz eur ganaouenn gaer, pehini a vije desket d’ann holl, ha pehini a choumze e touez ar bobl evel eunn test euz a vadelezou Doue enn he ghenver, hag euz he ingrateri e kenver Doue. Ar bobl e pep bro a gar kana, ha chetu perag ho deuz Mikel Nobletz hag ann Tad-Maner great kement a ganaouennou evit kelenn ar Vretouned. E guerz ann ifern ez euz meur a daolen tennet euz a gan Moïzes, ℣ 22. etc. Ho c’hanaouennou santel a zo c’hoaz enn hor ghenou, goude daou c’hant vloaz ; plijet gant Doue ho c’hantfemp da viken ! Mes lennomp ivez kanaouen Moïzes, pobl nevez Israël, kristenien ma’z omp ; madelezou Doue enn hor c’henver a zo brasoc’h eghet ann holl draou a reaz evit he bobl, hag hon ingrateri, mar bezomp dizent, a ve re bar da hini ar juzevien. Lennomp alies ha lekeomp e pratik aliou mad al lezennour braz-se, evit beva pell hag eüruz er bed-ma, hag erruout e rouantelez ann env, e behini ann Douar prometet a oa ar skeuden.




PENNAD XII.


Maro Moïzes. — (Deuteronom xxxiii, xxxiv).


Moïzes a zastumaz ar bobl evit ar veach diveza, evit ober he ghimiad d’ezhan, ha rei d’ezhan he vennoz, evel ma ro eunn tad mad he vennoz d’he vugale abarz mervel. Beza en devoa var he zourn deou he niz, Eleazar ar belek braz, ha var e zourn kleiz Josue, ann hini a dlie derc’hel he blaç. Spered Doue en em ghemeraz anezhan, hag he ghimiadou a oe ken alies a ziougan. Evel Jakob e kreiz he vugale, e tiskleri da bep meuriad ann droug hag ar mad a dle c’hoarvezout gant-han enn