Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
HISTORIOU SANTEL.

en em lakann da varn gant va dourn gallouduz, me en em venjo euz va enebourien, hag en talvezo d’ar re ho deuz kaz ouz-in.

42. Mezvi a rinn va birou gant ar goad, ha va c’hlezeou en em vago gant kik ; goad ar re lazet ha sklaverez va enebourien, touzet d’ezho ho fennou, a ziskouezo penaoz en em venjann.

43. Poblou ar bed, meulit he bobl, rak venji a rai goad he zervicherien ; ha venjanz a denno euz ho enebourien, ha trugarezuz e vezo e kenver douar he bobl.


————


44. Moïzes a zeuaz eta, hag a lavaraz freaz holl gomzou ar ganaouen-ze dirag ar bobl pehini hen zelaoue piz, hen Moïzes ha Josue map Nun.

45. Mont a rea da benn gant ann holl ghenteliou-ze, o komz ouz Israël holl var al leac’h.

46. Hag e lavaraz d’ezho : Lakit doun enn ho kaloun ann holl gomzou a ziskleriann d’eoc’h hirio, da veza test enn hoc’h enep ; evit ma ho lezsot gant ho pugale da viret ha da heulia, hag evit ma rai ho pugale ann holl draou skrivet el lezen-ma.

47. Rak ne ket ez-vean int bet gourc’hemennet d’ehoc’h mes evit ma kavo peb-unan ar vuez enn-ho ; oc’h ober diout-ho, e vefot pell amzer ebarz er vro ez it da berc’henna, goude beza tremennet ar Jourden.

48. Hag ann Aotrou a gomzaz enn deiz-se ouz Moïzes o lavarout : 49. Pignit ama var menez Abarim, da lavarout eo, menez ann tremennou, var venez Nebo, pehini a zo e douar Moab rag eneb da Jeriko ; ha sellit ouz bro Kanaan a dleann rei da vugale Israël da bec’hena.

50. Pa viot pignet eno, ez eot da gavout ho pobl,