Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
HISTORIOU SANTEL.

zello du ouz he goaz a gousk enn he c’hichen, divar benn kik he map hag he merc’h ;

57. Ha divarbenn ann traou goadek a zeu euz he c’horf goude gouilloud, ha divarbenn ar vugale vihan e deuz ganet var ann heur ; rak ho dibri a raint e kuz, dre’n abek d’ann dienez a beptra, ken striz ha ker braz e vezo ar zezi a lakaï hoc’h enebour var-n-hoc’h enn ho keriou kloz.

58. Ma na virit ket ann holl draou a zo el lezenn-ma, hag a zo skrivet el leor-ma, ha ma na zoujit ket he hano glorius ha terribl, da lavaret eo, ann Aotrou ho Toue,

59. Ann Aotrou a gresko c’hoaz ho kouliou, ha gouliou ar vouenn ac’hanoc’h, gouliou braz ha stard da barea, klenvejou grisiaz ha diremed.

60. Distrei a raï var-n-hoc’h holl voaligner ann Ejipt, hoc’h euz bet kement a aoun raz-ho, hag en em staga a raint ouz-hoc’h.

61. Oc’hpenn-ze, ann Aotrou a zigaso var-n-hoc’h ann holl glenvejou, ha gouliou, pere n’int ket skrivet el leor-ma, ken n’en devezo ho kaset da netra.

62. Choum a reot ebarz er bed, eunn nebeudik tud ac’hanoc’h, c’houi pere a oa kent evel stered ann env dre ann niver braz ac’hanoc’h, abalamour n’hoc’h euz ket selaouet mouez ann Aotrou ho Toue.

63. Hag evel ma en devoe ann Aotrou plijadur gan-ehoc’h araog, oc’h ober vad d’ehoc’h, oc’h ho lakaat da greski ; er memes tra en devezo plijadur oc’h ho koll, oc’h ho tiskar, evit ma viot taolet er meaz euz ar vro emaoc’h o vont enn-hi evit he ferc’henna.

64. Ann Aotrou ho skigno etouez ann holl boblou, adaleg ar penn pella euz ar bed beteg ar penn all ; hag