Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
HISTORIOU SANTEL.

var ho kouzoug, ken n’en devezo ho flastret.

49. Ann Aotrou a zigaso var-n-hoc’h eur bobl euz a bell, euz ar penn pella euz ar bed, gant eunn herr par da nij ann er, eur bobl ha na hellot ket klevout he brezeg ;

50. Eur bobl divergond, pehini n’en devezo respet ebed evit ar re goz, na truez ebed ouz ar vugale.

5. Hag e lounko ar pez a vella hoc’h euz enn ho chatalou, kerkoulz ha frouezou ho touar, ken na viot eat da netra, ha ne lezo gan-ehoc’h na guiniz, na guin, nag eol na bandennadou ejened, na tropellou denved, ken n’en devezo ho tismantret enn holl d’ann holl.

52. Ho pressa a raï dindan he dreid enn ho keriou holl ; hag enn ho pro penn da benn e vezo diskaret ho mogheriou kré hag huel ho poa lekeat ho fisianz enn-ho. Grounnet e viot enn ho keriou kloz, dre ar vro holl a roio d’ehoc’h ann Aotrou ho Toue.

53. Hag e tebrot frouez ho taougostez, ha kik ar vugale ken paotred ken merc’hed en devezo roet ann Aotrou d’ehoc’h, ken stard ha ker braz e vezo ar vouask a lakaï var-n-hoc’h hoc’h enebour.

54. Ann den ar c’hizidika enn ho touez, ha maghet e kreiz ar plijaduriou, a zello du ouc’h he vreur, hag ouc’h he c’hreg a gousk enn he ghichen.

55. Ha na fello ket d’ezhan rei d’ezho lod euz kik he vugale a vezo o tibri he-unan, dre n’en deuz seurt boed all, ken striz e vezo ar zezi, ker braz e vezo ar ghernez a lakaï hoc’h enebourien var-n-hoc’h enn hoc’h holl gheriou kloz.

56. Ar vaouez tener ha kizidik pehini na helle kerzet var ann douar, na touch he zreid ouz ar c’haled dre’n abek d’he blodder ha d’he zenerded re vraz, a