Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
HISTORIOU SANTEL.

eno e servichot Doueou estren ha na anavezit ket, na c’houi nag ho tadou, Doueou koat ha mein.

65. Ha c’hoaz etouez ar boblou-ze n’ho pezo paouez ebed, n’ho pezo ket zo ken eul leac’h da ziskuiza ho treid. Rak ann Aotrou a roio d’ehoc’h eno eur galoun aounik, daoulagad hanter-varo, hag eunn ene mantret gant ar c’hlac’har.

66. Hag ho puez a vezo evel a ispill diraz-hoc’h, aoun ho pezo enn noz hag enn deiz, ha na gredot ket d’ho puez.

67. Da vintin e leverot : Piou a roï d’in guelet ar pardaez ? Ha d’ar pardaez : Piou a roï d’in guelet ar mintin ? Ha kement-se, dre ar spount a vezo bepred enn ho kaloun, ha dre’n abek d’ann traou a vellot gant ho taoulagad hoc’h-unan.

68. Ann Atrou ho kaso endro d’ann Ejipt var listri, dre ann hent en deuz lavaret d’ehoc’h n’her gueljac’h bikenn mui. Eno e viot guerzet d’hoc’h enebourien evit beza ho sklaved hag ho matezed, ha den na deui d’ho prena.


————


SKLERIDIGHEZ.


Goude beza lennet ar pennad-ma, e choumer souezet ha saouzanet holl. Ar malloziou a ra d’ann den koll ar guel euz ar bennosiou. Ar zonj hepken euz a voalleuriou ker braz a gontrist ar spered. Petra eo eta beza ho gouzanvet ? Mad, ar bobl a Israël en deuz ho gouzanvet holl, ho doug c’hoaz hirio en deiz, hag ho dougo bete fin ar bed. Ann histor a zo test a ghement-se.