Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215
HISTORIOU SANTEL.

gant ma virot gourc’hemennou ann Aotrou ho Toue, ha ma kerzot dre hent he c’hourc’hemennou.

10. Holl boblou ann douar a velo eo bet pedet var-n-hoc’h hano ann Aotrou, hag e toujint ac’hanoc’h.

11. Ann Aotrou a lakai da founna endro d’ehoc’h ann holl vadou, frouez ho taougostez, frouez ho loened, frouez ho touar, ann douar-ze en deuz touet ann Aotrou d’ho tadou a roje d’ehoc’h.

12. Ann Aotrou a zigoro he vella tenzor, ann env, evit ma roi glao d’ho touar enn he amzer ; ha benniga a rai holl oberou ho taouarn. Presta a reot d’ann holl boblou, ha na ghemerot e prest digant nikun.

13. Ann Aotrou ho lakai er penn kenta, ha nann er penn diveza, hag e viot bepred var c’horre, guech ebed dindan ; ia ma selaouit gourc’hemennou ann Aotrou ho Toue, a ziskleriann d’ehoc’h hirio, ha ma ho mirit ha mar grit diout-ho,

14. Ha ma na zistroit ket diout-ho, nag a zeou, nag a gleiz, ha na heuliit ket a zoueou estren, ken nebeut nag ho adorot.

15. Hoghen ma na fell ket d’ehoc’h selaou mouez ann Aotrou ho Toue, evit mirout he holl c’hourc’hemennou, hag al lidou, a ziskleriann d’ehoc’h hirio, ann holl vallosiou-ma a zeuio var-n-hoc’h, ho krounna a raint.

16. Millighet e viot e kear, ha millighet var ar meaz.

17. Millighet a vezo ho solier, hag ar frouezou a lekeot da viret.

18. Millighet a vezo frouez ho taougostez, ha frouez ho touar, ho pandennou ejened, hag ho tropellou denved.