Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
HISTORIOU SANTEL.

nez Sinaï. Hag evit ho lakaat muioc’h-vui da zouja ann Aotrou Doue, e tiskuill d’ezho, gant he spered a brophed, ar vennosiou a skuillo Doue var-n-ezho, mar miront he c’hourc’hemennou, hag ar mallosiou a gouezo var-n-ezho, ma ho zorront. Chetu ama he gomzou. (Deuteronom xxviii).

1. Mar selaouit mouez ann Aotrou ho Toue, evit heulia ha mirout he holl c’hourc’hemennou a ziskleriann d’ehoc’h hirio, ann Aotrou ho Toue ho kraï huelloc’h eghet ann holl boblou a choum var ann douar.

2. Ann holl vennosiou-ma a zeuio var-n-hoc’h, ho krounna a raint, gant ma sentot ouz he c’hourc’hemennou.

3. Bennighet e viot e kear ha bennighet var ar meaz.

4. Bennighet e vezo frouez ho taougostez, ha frouez ho touar, ha frouez ho loened, ho pandennou chatal braz a vezo bennighet hag ivez ho tropellou denved.

5. Bennighet e vezo ho soleriou hag ann edou a lekeot da viret.

6. Bennighet e viot hoc’h-unan o vont enn ti hag o vont er meaz.

7. Ann Aotrou a raï ma kouezo dirag ho taoulagad hoc’h enebourien a zavo enn hoc’h enep. Dre eunn hent e teuint d’hoc’h attaki, ha dre seiz hent e tec’hint araoz-hoc’h.

8. Ann Aotrou a skuillo he vennoz var ho kaoiou-guin, ha var holl labourou ho taouarn, hag ho penniga a rai enn douar ho pezo bet digant-han.

9. Ann Aotrou a raï d’ezhan eur bobl santel ac’hanoc’h, evel ma en deuz hen touet d’ezhan he-unan,