Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
HISTORIOU SANTEL.


19. Millighet e viot o tont enn ti, ha millighet o vont er meaz.

20. Ann Aotrou a gaso var-n-hoc’h ann naoun hag ann dienez, hag ann dichanz var ann holl oberou a reot ; ken n’en devezo ho tiskaret, hag ho tismantret e berr amzer, dre’n abek d’ann traou fall meurbed ho pezo lekeat enn ho penn, ha dre bere ho pezo he zilezet.

21. Ann Aotrou a zalc’ho var-n-hoc’h ar vosen, ken na vezo fin ac’hanoc’h ebarz er vro emaoc’h o vont enn-hi evit he ferc’henna.

22. Ann Aotrou ho skoo gant ar gheaznez, gant ann derzien hag ar ienien, gant ann domder, hag ar c’hrouez, gant tez enn ear, ha mergl enn edou, hag ho poursu a rai ken na viot eat da netra.

23. Ann env a zo aziouc’h ho penn a vezo arem, hag ann douar a zo dindan ho treid a vezo houarn.

24. Ann Aotrou a roio d’ho touar eur glao poultrenn, hag al ludu a gouezo var-n-hoc’h euz ann env, ken na viot puluc’het hoc’h-unan.

25. Ann Aotrou ho kaso da goueza dirag hoc’h enebourien ; dre eunn hent ez eot er meaz evit ho attaki, ha dre zeiz e tec’hot a ziraz-ho hag e viot skignet dre holl rouanteleziou ar bed.

26. Ho korfou-maro a vezo boed holl laboused ann env ha loened ann douar, ha na vezo den d’ho c’hass kuit.

27. Ann Aotrou ho skoo gant gouli ann ejipt, lakaat a raï ivez enn ho korf, dre leac’h ma en em skarz, eunn debron hag eunn danijen euz a bere na hellot ket parea.

28. Ann Aotrou a rai ac’hanoc’h tud diskiant, dall ha penn-foll.