Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
HISTORIOU SANTEL.

dindan he ren a oa eur bobl nevez, koulz lavarout : daou zen hep ken, Kaleb ha Jozue, ho doa guelet burzudou Doue pa dennaz he bobl euz ann Ejipt, ha pa roaz he c’hourc’hemennou d’ezhan var venez Sinaï. Moïzes a gavaz eta e oa mad diskleria dirag ar rumad tud nevez-se ar pez en devoa great Doue evit-ho hag ar promessaou kaer a rea d’ezho, ma vijent fidel d’he lezen, evel ivez ar gourdrouzou spountuz a rea enn ho enep ma vijent dizanaoudek ha dizent. Ar c’helennou a reaz Moïzes d’ar bobl epad ar miz diveza euz he vuez, a ra eta leor ann Deuteronom.

Enn he ghelennadurez ghenta, e tiskleri d’ezho e berr gomzou ho dilivranz euz a gaptivité ann Ejipt ; tremenidighez ar Mor Ruz, burzudou menez Sinaï ; ar Mann ; ho c’hrosmol e bro Kadez, hag ho c’hondaounation da choum er gouelec’h epad daou-ughent vloaz. Abarz achui, e lavar d’ezho ar c’homzou kre-ma : « Ha brema, o Israël, selaouit ar gourc’hemennou hag al lezennou a zisplegann d’ehoc’h, evit ma vevot oc’h ho mirout, ha ma perc’hennot, eat enn-han, ann douar a dle Doue ho tadou da rei d’ehoc’h. Ho mirout a reot, hag ober a reot diouc’h ma lavaront. Neuze ho furnez hag ho spered a vezo ken anat dirag ar boblou all, ma livirint, o klevout ar gourc’hemennou-ma : Chetu aze eur bobl fur ha speredek, eur bobl braz. Rak n’euz pobl all ebed, ker braz ma ve, hag en defe he zoueou ker tost d’ezhan ha ma’zeo d’eomp hon Doue-ni, bepred enn hor c’hreiz pa er pedomp. » (Deut. iv.)

Epad ar miz-se, Moïzes a zastumaz meur a veach ar bobl evit azlavaret diraz-han ha lakaat doun enn he spered ar gourc’hemennou hag al lezennou a bep seurt, en devoa guechall diskleriet d’ho zud koz e kichen me-