Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
HISTORIOU SANTEL.

ar plijadureziou difennet. Goude holl, ann dud-se ne varvjont ket holl e stad a bec’hed ; ar guel euz eur maro ken tost a lekeaz keuz ha glac’har enn ho c’halonou, ha Doue a zaveteaz d’ezho buez ann ene dre ar c’holl euz a vuez ar c’horf.

Deskomp dre ar pez a c’hoarvezaz gant ann Israelited penaoz e kouezer a nebeut da nebeut enn dizurjou ar re vrasa. Ar Moabited a laka fest ha c’hoariou e kichen kamp ann Israelited. Ar re-ma a ia da velet ho ebatou. N’euz droug ebed e kement-se, a lavaro tud ar bed. Mes siouaz ! guelet a reont merc’hed ar vro, guisket evit ho faka, mont a reont da gaozeal gant-ho, ha pedet int da zibri euz ho banvesiou. Great eo ho zro, goude ann dibri hag ann eva, en em daolont d’al lighentez, hag er fin ec’h adoront Doueou faoz ho mestrezed. Ar brasa Pec’hed a oufent da ober ! Guir eo eta ar pez a lavar ar Spered Santel : Nep a gar ann danjer a varvo enn-han. Nep en em gaillar, en em gaillaro muioc’h-vui Qui in sordidus est, sordescat adhunc.




PENNAD X.


Aliou diveza ann den santel Moïzes d’ar bobl a Israël.


Ann daou-ughent vloaz a dlie ann Israelited da dremen ebarz er gouelec’h a oa o vont da achui ; ne oa mui nemet eur miz. Moïzes a laka da dalvout ann nebeudik devesiou-ze evit kelenn he bobl, hag he bedi euz a holl nerz he garantez evit-han da veza fidel da Zoue ha da viret he lezen zantel. Hag e skrivaz evit-se he bemped levr, hanvet ann Deuteronom, ar pez a zinifi eil lezen, da lavarout eo, al lezen embannet ha displeghet evit ann eil gueach. Ar bobl, a oa neuze