Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
HISTORIOU SANTEL.


17. Lazit eta ann holl c’hoazed, ha memes ar baotred vihan ; hag ar merc’hed a zo bet anavezet gant goazed.

18. Hoghen mirit ar merc’hed bihan, hag ar guerc’hezed.

48. Neuze prinsed ann arme, ar vilénerien hag ar c’hantenerien o tostaat ouc’h Moïzes, a lavaraz :

49. Ni, ho servicherien, kountet hon euz ar vrezelerien hor boa dindan-omp, ha n’euz ket manket unan zoken d’eomp.

50. Evit-se e kennigomp holl-guitibunan e prof d’ann Aotrou ann holl aour hon euz gallet da gavout er breizerez, ar chadennouigou divisker, al lagadennou-breac’h, ar bezeïer, kelc’houigou ann alzourn hag ar c’harkaniou, evit ma pedot ann Aotrou evid-omp.

54. Moïzes hag Eleazar a ghemeraz ann aour-ze, hag hel lekeaz e tabernakl ann desteni, evit beza dirag ann Aotrou eunn arouez da zigas sonj euz ar pez a oa c’hoarvezet gant bugale Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Pevar mil var-n-ughent a oe lazet euz ar bobl, hep kounta ar brinsed. — Ann dud difeiz hag enebourien d’ar skritur sakr, a gav da lavarout var ann niver braz-se a dud lazet ; kement-se, emez-ho, ne ket guir, rak kontrol e ve da vadelez ha da drugarez ann Aotrou Doue ! Hag ann Tadou santel a respont d’ezho : Kement-se, er c’hontrol, a ziskouez madelez Doue evit he bobl ; ret e oa e zerc’hel a zav dre eur ghentel spontuz, anez e vije eat da goll enn e bez, ker riskluz e oa ar blenen, ha ken herruz ann doug euz he galoun etrezeg