Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
HISTORIOU SANTEL.


12. Balaam a respontaz da Valak : Ha n’em eus-me ket lavaret d’ar gannaded hoc’h euz digaset d’in :

13. Na pa rofe d’in Balak leiz he di a arc’hant hag a aour, n’helfenn ket mont en tu all da gomzou ann Aotrou va Doue, na lavarout netra euz va fenn va-unan, nag e drouk nag e mad, mes ar pez en devezo lavaret ann Aotrou, kement-se a livirinn.

14. Koulskoude abarz mont d’am bro, e roinn d’ehoc’h eunn ali, evit ma ouiot petra a dle ho pobl da ober evit noazout d’ar bopl-se en divez.

15. Hag o kemerout ar barabolen, pe he vod da ziougana, e lavaraz adarre : Chetu petra lavar Balaam, map Beor ; chetu petra lavar ann den en doa he zaoulagad serret ;

16. Chetu petra lavar ann hini a glev komzou Doue, ann hini a anav kelenn ann Huella, hag a vel gueledighezou ann Holl-c’halloudek ; ann hini a gouez, hag eo digoret he zaoulagad ;

17. He velout a rinn, mes nann c’hoaz ; he arvesti a rinn mes nann euz a dost. Eur steredenn a zavo diouc’h Jacob, hag eur vronsen a zavo diouc’h Israël ; hag he trec’ho mistri Moab, ha e voasto holl vugale Seth.

18. Hag ann Idumea a vezo enn he gherz, heritach Seïr a dremeno d’he enebourien ; mes Israël a zalc’ho mad gant eur gourach vraz.

19. Euz a Jacob a vezo ann hini a goumando, hag a zismantro ar pez a choumo euz ar bobl koz.

20. Balaam, o veza guelet neuze Amalek, a ghemeraz adarre ar barabolen, hag a lavaraz : Amalek pen-kenta ar boblou enep Israël, a vezo distrujet holl.

21. Guelout a reaz ivez ar Cineed, hag o kemerout