Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
HISTORIOU SANTEL.

petra lavar Balaam map Beor ; chetu petra lavar ann den en devoa he zaoulagad serret.

4. Chetu petra lavar ann hini a glev komz Doue, hag en deuz guelet gueledighez ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouez, hag eo evelse digoret he zaoulagad d’ezhan.

5. Na kaer eo ho tabernaklou, Jacob ; na kaer eo ho teltou, Israël !

6. Bez’ ez int evel traouneniou leun a goajou braz, evel jardinou douret kaer e-hed ar steriou, evel teltou savet gant ann Aotrou he-unan, evel gouez cedrez plantet e kichen ann douriou.

7. Ann dour a redo bepred euz ho lestr, hag ho lignez a gresko evel ann douriou braz. Ho roue a vezo taolet a gostez dre’n abek da Agar, hag he rouantelez a vezo lamet digant-han. — Ar pez a c’hoarvezaz gant ar roue Saül.

8. Doue en deuz hen tennet euz ann Ejipt, he nerz a zo henvel ouz nerz ar rhinoceroz. Taga a raint ar boblou a vezo ho enebourien, bruzuna a raint ho eskern, hag ho zreuzi a raint a dennou birr.

9. Gourvezet eo da gousket evel eul leon, hag evel eul leonez na gred den he dihun. Nep he vennigo a vezo bennighet he-unan, ha nep hen milligo a gouezo dindan ar valloz.

10. Ha Balak eat drouk enn-han ouc’h Balaam, o steki he zaou zourn ann eil ouc’h eghile, a lavaraz : Ho kalvet am euz da villiga va enebourien, hag er c’hantrol ho beniga hoc’h euz great bete teir gueach.

11. Distroit d’ho ti. Lekeat am boa em spered hoc’h enori gant larghentez, mes ann Aotrou en deuz miret ann enor-ze ouz-hoc’h.