Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/208

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
HISTORIOU SANTEL.

ar barabolen, e lavaraz : Kre eo, evit guir, al leac’h e maoc’h o choum enn-han ; hoghen nag ho pe great ho neiz var veg ar roc’h,

22. Nag e veac’h bet dibabet euz aouenn Cin, pegheid ec’h hellot-hu padout ? Rak ann Assirian ho kemero.

23. Hag o kemerout adarre ar barabolen, e lavaraz : Siouaz, siouaz ! Piou a vezo beo, pa raï Doue ann traou-ze ?

24. Dont a raint var listri euz ann Itali, trec’hi a raint ann Assirianed, ha goasta a raint ann Hebreed, ha d’ann divez e kouezint ho-unan.

25. Ha Balaam a zavaz, hag a zistroaz d’ar ghear ; Balak ivez a zistroaz dre ann hent ma oa deut.


————



SKLERIDIGHEZ.


Ar pennad histor ma a ziskouez d’eomp mestr ha patrom ann holl zorcerien. Balaam a oa brudet dre ar vro evel eunn divinour ; guelit he finesa, he droiou, he ormidou. Pa erru kannaded ar roue enn he di, e lavar d’ezho : Choumit ama fenoz, ken n’am bezo anavezet ar pez a fell d’ehoc’h da glevet, ha ken n’am bezo aozet va responchou.

Mes Doue, pehini en em zervich aliez euz ann dud fall evit kas e venosiou da benn, a grap e Balaam evel enn eur benvek, hag a ra d’ezhan ober ha lavaret traou ha na vijent deuet biken enn he spered. Furnez Doue a zo evelse, tenna a ra bepred ar mad euz ann drouk. Ann dud fall a zonj d’ezho avechou ho deuz great taoliou kaer, moughet ar feiz enn ho bro, kasset pell diout-ho ann dud a oa var ho hent, gounezet var