Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
HISTORIOU SANTEL.

na helfot ket he velout holl ; ac’hano millighit-hen.

14. Hag o veza he gaset enn eul leac’h huel meurbed, var lein menez Phasga, Balaam a zavaz eno seiz aoter, hag o veza lekeat var bep hini anezho eul leue hag eur penn-denved,

15. E lavaraz da Valak : Choumit ama ec’h harz ho sakrifis-losk, ken n’az ainn var arbenn ann Aotrou.

16. Hag ann Aotou o veza en em gavet gant-han, hag o veza lekeat ar gomz enn he c’henou, a lavaraz d’ezhan : Distroit da gavout Balak, hag e leverot d’ezhan ann dra-ze.

17. Balaam o veza distro, a gavaz Balak ec’h harz he zakrifiz-losk, ha prinsed ar Moabited gant-han. Ha Balak a lavaraz d’ezhan : Petra en deuz eta lavaret ann Aotrou.

18. Neuze Balaam, o kemerout he barabolen, a lavaraz : Savit enn ho sav, Balak, ha taolit evez ; selaouit, map Sephor ;

19. Doue ne ket evel ann den, da hellout lavarout gaou, nag evel map ann den da hellout chench. Pa en deuz lavaret eunn dra, ha n’her graio-hen ket ? Pa en deuz komzet, ha na gaso-hen ket he gomz da vir ?

20. Digaset oun bet da venniga, n’hellann ket mirout na vennighenn.

21. Neuz ket a idol e Jakob, ha ne veleur skeuden ebed en Israël. Ann Aotrou he Zoue a zo gant-han, ha son ann drompill a glever enn-han o son victor he roue.

22. Doue en deuz he dennet euz ann Ejipt, he nerz a zo henvel ouc’h hini ar rhinoceroz.

23. N’euz sorcer ebed e Jakob, na divinour ebed en Israël, pa vezo deuet ann amzer, e vezo lavaret da