Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
HISTORIOU SANTEL.

Jakob ha da Israël ar pez en deuz great Doue ; (pe er c’hiz all, ar pez a raï Doue enn ho c’hreiz).

24. Chetu, ar bobl-ma a zavo evel eul leonez, sevel a rai var he dreid evel eul leon, ha ne c’hourvezo ket ken n’en devezo devoret he breiz, hag evet goad ar re lazet.

25. Ha Balak a lavaraz : Na roit d’ezho nag ho malloz nag ho pennoz.

26. Ha Balaam a respontaz : N’am eus-me ket lavaret d’ehoc’h e rajenn ar pez a c’hourc’hemenje Doue d’in ?

27. Ha Balak a lavaraz d’ezhan : Deuit, hag e kasinn ac’hanoc’h enn eul leac’h all, euz a behini marteze e plijo gant Doue e villigac’h anezho.

28. Hag o veza he gaset var lein menez Phogor pehini a sko var ar gouelec’h,

29. Balaam a lavaraz d’ezhan : Savit d’in ama seiz aoter, ha digasit kement-all a leueou, ha meod er memes niver.

30. Balak a reaz evel m’en doa lavaret Balaam ; hag e lekeaz eul leue hag eur penn-denved var bep aoter.

————


1. Balaam o veza guelet e felle d’ann Aotrou en divije bennighet Israël, na ieaz ket er veach-ma da glask ober he zivinour, evel m’en doa great araok ; mes o trei he fas var zu ar gouelec’h,

2. Hag o sevel he zaoulagad, e velaz Israël o choum enn he deltou, renket dre veuriad, ha Spered Doue o veza en em ghemeret anezhan,

3. En em lekeaz da ziougana, o lavarout : Chetu