Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
HISTORIOU SANTEL.


4. O veza en em dennet kuit buhan-buhan, Doue en em gavaz gant-han ; ha Balaam a gomzaz out-han : Savet am euz, emez-han, seiz aoter, hag em eus lekeat var bep hini anezho eul leue hag eur penn-denved.

5. Hoghen ann Aotrou a lekeaz ar gomz enn he c’henou hag a lavaraz d’ezhan : Distroit da gavout Balak, ha livirit d’ezhan ann dra-ze.

6. Pa oa distroet, e kavaz Balak e kichen he zakri­fis-losk, hag ivez prinsed ar Moabited.

7. Hag o kemerout he barabolen (pe he vod da ziougana) e lavaraz : Balak, roue ar Moabited en deuz va digaset euz Aram, euz menesiou ar zav-heol ! Deuit, emez-han, ha millighit Jakob, hag argazit Israël.

8. Penaoz e villighin-me nep n’en d-euz ket Doue millighet ? Evit petra ec’h argarzin-me nep ne d-eo ket argarzet gant ann Aotrou.

9. He velout a rinn divar veg ar c’herrek, hag he arvesti a rinn divar lein ann torghennou. Ar bobl-se a choumo he unanik, ha ne vezo ket kountet etouez ar boblou all.

10. Piou a hello niveri poultren Jakob, ha gouzout ann nombr euz a vugale Israël ? Ra varvinn euz a varo ann dud just, ha ra vezo fin va buez henvel ouz ho hini !

11. Neuze Balak a lavaraz da Valaam : Petra a rit-hu eta ? ho kalvet am euz da villiga va enebourien, hag er c’hontrol ho benniga eo a rit.

12. Balaam a respontaz d’ezhan : Hag hellout a ran-me lavarout netra nemet ar pez en devezo gourc’hemennet ann Aotrou.

13. Balak eta a lavaraz : Deuit gan-en enn eul leac’h all, euz a behini e velfot eul loden a Israël, ha