Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
HISTORIOU SANTEL.

lavarfac’h netra nemet ar pez am bezo gourc’hemennet d’ehoc’h. Mont a reaz eta gant ar brinsed.

36. Balak o veza klevet ec’h arrue, a zeuaz var he arbenn beteg eur ghear d’ar Moabited pehini a zo er penn pella euz a zouar Arnon.

37. Hag e lavaraz da Valaam : Kaset am-euz kannaded d’ho kervel da zont d’am c’havout, perak n’hoc’h ket deuet diouc’h-tu ? Nag abalamour na heljenn ket paea ho peach e ve ?

38. Balaam a respontaz d’ezhan : Chetu me deuet. Hag hellout a rinn-me lavarout netra, nemet ar pez a lakaï Doue em ghenou ?

39. Mont a rejont ac’hano kevred, hag e teujont enn eur ghear pehini a oa er penn pella euz he rouantelez.

40. Ha Balak, o veza lazet ejened ha denved, a gasaz prezanchou da Valaam ha d’ar brinsed a ioa gant-han.

41. Hag antronoz vintin e kasaz anezhan var al leac’hiou huel consacret da Vaal, hag e tiskouezaz d’ezhan ac’hano al loden ziveza euz kamp ann Israelited.

————


1. Ha Balaam a lavaraz da Valak : Savit d’in ama seiz aoter, ha digasit kement-all a leueou, ha meod er memes niver.

2. Balak o veza great evel ma lavare Balaam, e lekejont ho daou var eunn dro eul leue hag eur maout var bep aoter.

3. Ha Balaam a lavaraz da Valak : Choumit eur pennadig e kichen ho sakrifis-losk, epad ma’z ainn, ha ma velinn, hag en em gavout a rai ann Aotrou gan-en ; ha kement tra a c’hourc’hemenno d’in, a livirinn d’ehoc’h.