Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
HISTORIOU SANTEL.


20. Ha Doue a lavaraz : Pardonnet am euz d’ezho hervez ho koulenn.

21. Beo ounn, hag ar bed holl a vezo karghet euz a c’hloar ann Aotrou.

22. Koulskoude ann dud holl pere ho deuz guelet va gloar hag ar burzudou am euz great enn Ejipt hag er gouelec’h, hag ho deuz tentet ac’hanoun dija dek gueach, ha n’ho deuz ket sentet ouz va mouez.

23. Ne velint ket ann douar em euz touet d’ho Zadou a rojenn d’ezho ; nikun euz ar re ho deuz goall gomzet ac’hanoun n’her guelo.

24. Evit va zervicher Kaleb, pehini en deuz dalc’het mad d’in, leun euz a eur spered all, he gas a rinn ebarz er vro-ze euz a behini en deuz great ann dro ; hag he ouenn a berc’henno anezhi.

25. Brema, evel m’ema ann Amalecited hag ar Gananeed o choum enn traounenniou-hont, savit ar c’hamp varc’hoaz, hag it endro ebarz er gouelec’h dre hent ar mor ruz.

26. Ann Aotrou a gomzaz oc’h Moïzes hag Aaron, o lavarout :

27. Bete p’eur e krozo ar bobl fall-ma em enep-me ? klevet am euz klemmou bugale Israël.

28. Livirit eta d’ezho : Beo ounn, a lavar ann Aotrou ; ec’hiz ma hoc’h euz komzet, ha me o klevet ac’hanoc’h, evelse e rainn d’ehoc’h.

29. Ho korvou maro a choumo da vreina ebarz ar gouelec’h-ma, c’houi holl pere a zo bet kountet adaleg ughent vloaz hag enn tu all, hag hoc’h euz krozet em enep-me.

30. Ne zeot ket ebarz er vro em euz touet ho laka-