Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
HISTORIOU SANTEL.


11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Bete p’eur e ouallgomzo ar bobl-ma ac’hanoun ? Bete p’eur e vezint-hi diskredik em c’henver-me, goude ann holl vurzudou am euz great diraz-ho.

12. Ho skei a rinn eta gant ar vosen, hag ho distruja a rinn, evid-hoc’h-hu, ho lakaat a rinn da brinç var eur bobl braz ha krévoc’h eghet he-ma.

13. Ha Moïzes a lavaraz d’ann Aotrou : Ia, evit ma klevo ann Ejipsianed euz a greiz pere hoc’h euz tennet ar bobl-ma,

14. Hag ivez ann dud a choum er vro ma, pere ho deuz klevet, Aotrou, emaoc’h e kreiz ar bobl-ma, hag ho kueler fas oc’h fas ; ema ho koumoulen oc’h ho golei, hag e kerzit enn ho raok ebarz er goulounen goabr epad ann deiz hag ebarz er goulounen dan epad ann noz.

15. Ia, evit ma klevint ho pezo lazet eur bobl ker braz, evel eunn den he-unan, hag evit ma livirint :

16. Na helle ket kas ar bobl ebarz er vro, en devoa touet rei d’ezho, ha chetu perag en deuz ho lazet holl ebarz er gouelec’h.

17. Ra vezo glorifiet eta galloud braz ann Aotrou, evel ma hoc’h euz hen touet, o lavarout :

18. Ann Aotrou a zo patiant, ha braz eo he drugarez ; pardoni a ra ar goall oberiou hag an torfejou, ha koulskoude ne lez pec’her ebed digastiz pa’z e guir evit pec’hejou ann tadou e sko ar vugale beteg ann trede hag ar pevare diskenn.

19. Pardonnit, me ho ped, pec’hed ar bobl-ma her­vez ar vrasder euz ho trugarez, evel ma’z oc’h bet mad enn ho c’henver adaleg ma int deuet er meaz euz ann Ejipt bete al leac’h-ma.