Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/179

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
HISTORIOU SANTEL.

jenn da choum enn-hi, nemet Kaleb map Jephone, ha Josue map Nun.

31. Mes ho pugale vihan, euz a bere hoc’h euz lavaret e vijent preiz hoc’h enebourien, ho c’has a rinn ebarz, evit ma velint ann douar-ze en deuz displijet d’ehoc’h.

32. Ho korvou-maro-hu a choumo da vreina ebarz er gouelec’h.

33. Ho pugale a vezo mont-dont ebarz er gouelec’h epad daou ughent vloaz, hag a zougo kastiz ho tizentidighez, ken na vezo eat da netra korvou maro ho zadou ebarz er gouelec’h.

34. Ha kement-se diouc’h niver ann devesiou emaoc’h bet oc’h anaout ar vro, eur bloaz a vezo roet evit pep devez. Hag epad daou-ughent vloaz e c’houzanvot evit ho pec’hejou, hag e ouezot petra eo va venjanz.

35. Rak evel m’am euz lavaret, her grainn d’ann holl bobl fall-ma, en deuz en em zavet em enep. En em uza a rai ha mervel a rai ebarz er gouelec’h.

36. Rakse eta ann dud a oa bet kaset gant Moïzes da anaout ar vro, ha pere, enn distro, ho devoa lekeat ar bobl holl da groza enn he enep, o tikrial ann douar evel eur oall vro,

37. A oe skoet hag a varvaz holl var al leac’h dirag ann Aotrou.

38. Josue map Nun, ha Kaleb map Jephone a choumaz hep ken beo euz ann dud a oa bet o kemer anaou­deghez euz ar vro.


————

12