Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
HISTORIOU SANTEL.


26. Hag ar Spierien a zistroaz d’ar ghear a benn daou ughent devez, goude beza great piz tro ar vro.

27. Dont a rejont da gavout Moïzes hag Aaron hag holl bobl Israël e gouelec’h Pharan, var zu Cades. Hag o veza komzet out-ho hag ouz ann holl bobl, e tiskouezjont frouezou ann douar,

28. Hag e rejont ho danevel, o lavarout : Bet omp ebarz er vro da behini ho poa kaset ac’hanomp ; e guirionez, ar leaz hag ar mel a red enn-hi, he c’houzout a helleur diouc’h he frouez.

29. Mes ann dud a choum enn-hi a zo kré meurbed, he c’heriou a zo braz ha muret. Gouenn Enak hon euz guelet eno.

30. Amalek a choum e tu ar c’hreisteiz, ann Heteed, ar Jebuseed hag ann Amorrheed e kreiz ar meneziou ; hag ar Gananeed,a choum hed ar mor hag e kichen riblou ar Jourden.

31. Koulskoude, Kaleb o klask mouga krosmol ar bobl, pehini a zave dija enep Moïzes, a lavaraz : Pignomp, ha perc’hennomp ar vro-ze, rak goest omp d’he c’hemerout.

32. Mes ar re all, pere a oa bet gant-han, a lavare : Nann, n’hellomp ket pignat da gavout ar bobl-ze, rak krévoc’h eo eghed-omp

33. Hag e tikrient ann douar ho doa bizitet dirak bugale Israël o lavarout : Ann douar hon euz redet a zebr ann dud a choum enn-han ; ar bobl hon euz guelet a zo tud braz divent.

34. Guelet hon euz eno tud evel monstred, bugale Enak euz a ouenn ar ramsed, enn ho c’hichen e oamp evel killéien-raden.


————