Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/174

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
HISTORIOU SANTEL.

he deltou enn eul leac’h hanvet Bethma e gouelec’h Pharan.

2. Eno ann Aotrou a gomzas ouz Moïzes o lavarout :

3. Kasit tud da anaout douar Kanaan, ar vro a dleann rei da vugale Israël, eunn den euz a bep meuriad, hag a vezo euz ar brinsed.

4. Moïzes a reaz ar pez en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

18. Kas a reaz daouzek den euz ar pennou kenta da anaout douar Kanaan, hag e lavaraz d’ezho : Pignit dre gostez ar c’hresteiz, ha pa viot digouezet gant ar meneziou,

19. Sellit piz ouz ar vro, guelit peseut bro eo ; peseurt pobl a zo o choum enn-hi, ha kre pe zister eo, ha nebeut pe kalz a zo anezho.

20. Guelit ha mad eo ann douar, pe fall ; peseurt keriou a zo eno, ha mogheriou ho deuz pe n’ho deuz ket.

21. Ann douar stu, hag hen zo druz pe treut, koateet mad pe hep guez. Bezit tud kalounek, ha digasit d’eomp diouc’h frouezou ann douar. Hoghen ar mare a oa neuze ma eo dija dare ar rezin ha mad a-oualc’h da zibri.

24. Ann daouzek Hebread o veza eta redet ar vro euz ann eil penn d’eghile, az eaz beteg Froud ar Bod-rezin, a drouc’haz eno eur brank guinien gant he vlokad rezin, hag hen dougjont etre daou zen var eur vaz. Digas a rejont ivez gant-ho avalou greunad ha figuez euz al leac’h-se,

25. Pehini a oe hanvet Nehelescol, da lavarout eo, Froud ar Bod-rezin, dre ma ho doa bugale Israël digaset gant-ho eur bod-rezin ac’hano.