Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
HISTORIOU SANTEL.


1. Ar bobl holl en em lekeaz eta da grial, hag a ouelaz epad ann noz-se.

2. Hag holl vugale Israël a grozaz eneb Moïzes hag Aaron, o lavarout :

3. Salo e vijemp maro enn Ejipt ! ha plijet gant­ Doue e perissemp holl ebarz er gouelec’h braz-ma, ha na gasfe ket ann Aotrou ac’hanomp d’ar vro-ze, evit na gouezimp ket dindan ar c’hleze, ha na vezo ket kaset e sklavach hor graghez nag hor bugale. Ha ne ket guelloc’h d’eomp distrei d’ann Ejipt.

4. Hag e leverjont ann eil d’eghile : Lekeomp eur mestr var-n-omp, ha distroomp d’ann Ejipt.

5. Moïzes hag Aaron o veza klevet kement-se, a gouezaz ho faç d’ann douar dirag holl bobl bugale Israël.

6. Hoghen Josue, map Nun, ha Kaleb map Jephone pere a oa bet ivez o vizita ar vro, a rogaz ho dillad.

7. Hag a gomzaz evel-henn ouz holl bobl bugale Israël : Ar vro hon euz great ann dro d’ezhi a zo mad tre.

8. Ma ema ann Aotrou trugarezuz enn hor c’henver, e kaso ac’hanomp enn-hi, hag e roio d’eomp ann douar-ze e red enn-han al leaz hag ar mel.

9. Na vezit ket amzent e kenver ann Aotrou, ha n’ho pezet ket aoun rag pobl ar vro-ze ; rak ho dibri a hellomp evel ma tebrer eunn tamm bara. Pep sikour a zo eat kuit digant-ho ; ann Aotrou a zo gan-eomp, n’ho pet ket aoun.

10. Hag evel ma krie ar bobl holl ha ma felle d’ezhan laza a doliou mein Moïzes hag Aaron, gloar ann Aotrou en em ziskouezaz da vugale Israël var dabernakl ar ghevredighez.