19 Hag o veza doughet ann arc’h ebarz enn tabernakl, e stagaz ar vouel diraz-hi, evit sevenni gourc’hemenn ann Aotrou.
20. Hag e pozaz ann daol e tabernakl ann desteni, e tu ann hanter-noz, e diaveaz ar vouel.
21. Hag ar baraou a dlie beza bepred dirag ann Aotrou, renket var-n-ezhi, evel ma en devoa gourc’hemennet ann Aotrou da Voïzes.
22. Lakaat a reaz ivez ar c’hantoler e tabernakl ann desteni, rag enep d’ann daol e tu ar c’hresteiz.
23. Ar c’hleuzeuriou renket var-n-ezhan hervez gourc’hemenn ann Aotrou.
24. Hag e pozaz ann aoter aour e diabarz tabernakl ann desteni dirag ar vouel.
25. Hag e tevaz var-n-ezhi ezanz ar c’houesiou mad evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou da Voïzes.
26. Lakaat a reaz ivez ar vouel var doull dor tabernakl ann desteni,
27. Hag aoter ar sakrifisou-losk dirag toull dor tabernakl ann desteni, oc’h ober var-n-ezhi ar zakrifis-losk, ha sakrifisou all, evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou.
28. Lakaat a reaz ivez ar bilik vraz var he diazez, etre tabernakl ann desteni hag ann aoter, oc’h he c’harga leun a zour.
29. Ha Moïzes hag Aaron, hag he vipien a velc’has enn-hi ho daouarn hag ho zreid.
30. Pa zeant ebarz tabernakl ar ghevredighez, ha pa dosteant ouc’h ann aoter, hervez ma en doa gourc’hemennet ann Aotrou da Voïzes.
31. Sevel a reaz ivez ar c’hlostr tro var dro d’ann tabernakl ha d’ann aoter, hag e steignaz ar vouel var doull
11