ann or da zont ebarz. Pa oe peurc’hreat ann holl draou-ze,
32. Eur goumoulen a c’holoaz tabernakl ann desteni, ha gloar ann Aotrou he gargaz.
33. Ha Moïzes na helle ket mont e tabernakl ar ghevredighez gant ar goumoulen a c’holoe pep tra, ha gant meurded ann Aotrou o para a bep tu, rak ar goumoulen e doa goloet pep tra.
34. Pa choume ar goumoulen enn ear a ziouc’h ann tabernakl, bugale Israël a choume enn ho flaç.
36. Rak koumoulen ann Aotrou a c’holoe ann tabernakl epad ann deiz, ha d’ann noz e vije flamm-tan ; hag holl vugale Israël he guele euz a ghement leac’h ma vijent o choum.
Ama ec’h achu levr ann Exod, da lavarout eo, levr ann teac’h euz a zouar ann Ejipt. Al lezen a zo roet d’ar bobl, he relijion a zo savet ha reizet ; ho dighemeret en deuz ann eil hag eben euz a greiz he galoun ; diskouezet en deuz he volontez vad, o rei gant larghentez ar pez a c’houlenne Doue digant-han, ha Doue a ziskouez, dre eur burzhud nevez e oa countant he-unan euz he bobl karet. Ar goumoulen a zeuaz d’an em lakaat var ann tabernakl, ha gloar Doue he gargaz dindan furm eunn tan sklear meurbed e kreiz eur vogheden deo. Miromp gourc’hemennou Doue, dalc’homp d’he relijion, ha Doue a ziskouezo d’eomp he c’hloar enn eur fesoun mil gueach kaeroc’h ebarz enn env.
Ann holl draou hon euz guelet, e oe great e nebeutoc’h