Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
LEVR ANN EXOD.


6. Ha dirag ar vouel, aoter ar zakrifisou-losk.

7. Ar vassin vraz etre ann aoter hag ann tabernakl, hag he c’hargot leun a zour.

8. Steigna a reot goueliou tro-var-dro d’ar c’hlostr, ha dirag toull ann or anezhan,

9. Hag o kemer eol ar zakradureziou, ec’h eoliot gant-han ann tabernakl hag he listri, evit ma vezint santifiet ;

10. Aoter ar zakrifisou-losk hag he holl listri ;

11. Ar vassin vraz gant he diazez ; sakri a reot ann holl draou-ze gant eol ar zakradureziou, evit ma vezint Sakr ha Santel.

12. Digas a reot Aaron hag he vipien dirag toull dor tabernakl ann desteni, ha goude ho beza gouelc’het gant dour,

13. E viskot d’ezho ann dillad Santel, evit ma servichint ac’hanoun, hag evit ma vezo ho zakradur eur veleghiach hag a bado da viken.

14. Ha Moïzes a reaz ann holl draou en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

15. D’ar miz kenta eta eus ar bloaz d’ann deiz kenta euz ar miz, e oe lekeat ann tabernakl enn he blas.

16. Moïzes a zavas anezhan, hag a lekeaz enn ho flasou ar plench braz gant ho diazeziou hag ann treustou, hag ar postou enn ho zao.

17. Hag e steignaz lambrusk ann tabernakl, o teureul ar golo dreist-han, hervez ma en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

18. Lakaat a reaz ivez ann desteni ebarz ann arc’h, ar bisier-doug tremenet enn ho lagadennou a zindan, hag ar propitiator varc’horre.