Beseleel a reaz ivez gant perz-glaz ha mouk, gant
skarlek ha lin fin, ann dillad a viskje Aaron, pa’z afe
da ober he garg ebarz el leac’h Santel. Ann dillad-ze,
evel re ar veleien all, ho ober a reaz diouc’h ann diviz
roet gant Doue da Voïzes er pennad xxviii. Pa velaz
Moïzes e oa peur-c’hreat ann traou-ze holl, e vennigaz
anezho.
1. Goude kement-se, ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavarout :
2. D’ar miz kenta, d’ann deiz kenta euz ar miz, e savot tabernakl ann desteni,
3. Hag e lekeot ann arc’h enn-han, hag e tisplegot ar vouel diraz-hi.
4. Digas a reot ann daol hag e lekeot var-n-ezhi ann traou a zo gourc’hemennet hag e c’hiz m’am euz gourc’hemennet. Ar c’hantoler a vezo eno enn he zao gant he gleuzeuriou ;
5. Hag ann aoter aour var behini e vez devet ann ezanz, rag enep da arc’h ann desteni. Ar vouel a lekeot var doull dor ann tabernakl,