Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
LEVR ANN EXOD.

vez ann diviz a zo er Pennad xxvii. Postou arem guisket gant lavnennou arc’hant hag ann tokou anezho enn arc’hant pilet ; goueliou ha steignou lin fin, mouk ha perz-glaz ; na kaer, na pinvidik, na braz a oa al labourou-ze !

24. Ann holl aour a oe implijet da ober labourou ar santual hag a oa bet kennighet e prof da Zoue, a oa nao dalant var-n-ughent ha seiz kant tregont sikl anezhan, hervez pouez ar santual.

25. Ar c’hennig-se a oe great gant ann dud a oa bet lekeat var roll ann niveridighez, adalek ughent vloaz hag enn tu-all, hag a zave c’houec’h kant mill den mad da zoughen ann armou, ha tri mil ha pemp kant oc’hpenn.

26. Oc’hpenn ann aour, e oe kant talant arc’hant gant pere e oe great e teuz massou pe diazeziou ar santual hag ann toull dor e pehini e oe staghet ar vouel a ispill.

27. Kant diazez a oe great gant kant talant, pep diazez a ghemeraz eunn talant.

28. Hoghen gant ar seitek mil pemzek sikl ha tri-ughent a oa oc’hpenn, ar mecherour a reaz tokou ar postou, hag a viskaz ar postou ho-unan enn arc’hant.

29. Ann arem a oe kennighet e prof, a oe anezhan dek talant ha tri-ughent, ha daou vil pevar c’hant sikl.

30. Gant ann arem-ze e oe great e teuz diazeziou toull dor tabernakl ann desteni, ann aoter arem gant he grill, hag ann holl draou a dlie servichout endro d’ezhi,

31. Ha diazeziou ar c’hlostr tro-var-dro, evel re toull ann or, postou ann tabernakl ha re ar c’hlostr tro-var-dro.


————