Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
LEVR ANN EXOD.

ann holl benviou enn he servich a zo great ivez enn arem hervez ma’z int divizet er pennad xxv. Ann aoter-ze a oa er meaz euz ann tabernakl e kreiz ar c’hlostr, hag a skeudenne, eme Zant Gregor, ar c’halonou keuziet var bere e renk beza lazet ar pec’hed, ha devet ann holl dechou fall abarz mont e diabarz enn tabernakl, pehini eo ann env.

Etre ann aoter-ze ha dor ann tabernakl e oe lekeat ar vassin arem e pehini e voelc’he ar veleien ho daouarn hag ho zreid, pa’z eant da ober deveriou ho c’harg. Great e oe, eme ar skritur, guerzad 8, gant ar mellezourou a ghennigaz e prof ar graghez a zioualle dor ann tabernakl. Mellezourou ar merc’hed enn amzer guechall ne oant ket holl e guër ; great e vijent alies e platin, e dir hag enn arem poulisset ha puret mad.

Ann Tadou Santel ho deuz meulet, gant guir abek, oaz santel merc’hed Israël evit gloar ho zabernakl ; roet ho deuz, emez-ho, ar pez a garont ar muia. Ne ket ret pignat bete amzer ann Israelited, evit kavout e kement-se skoueriou ker kaer hag hini ho graghez. Hor merc’hed kristen n’int ket choumet varlec’h merc’hed Israël enn ho larghentez e kenver ho ilizou. Santez Paola, Olympiada, Melani, Helena, Pulcheria, a zo anavezet mad gant ann holl, evit beza bet konsakret da ezommou ann iliz ho madou braz hag ho braghereziou. Hag enn hon amzer-ni, piou a fich hag a visk hon ilizou, nemet e ar graghez vertuzuz-se a bep stad hag a bep renk. Unan a roaz eunn devez e prof he bouclou-skouarn hag a dallie kant hanter-kant mil skoed. (Princesse de Conty, 1672).

Ar c’hlostr, e pehini e tlie ar bobl en em zerc’hel epad ar pedennou hag ar zakrifisou, a oe great ivez her-