Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/158

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
LEVR ANN EXOD.

— Beza hon euz enn hon ilisou ar vir arc’h a ghevre­dighez ; armelik zantel hon aoteriou, e pehini ema ar mann celestiel, guir vagadurez hon eneou. Beza ez omp hon-unan ann arc’h santel-ze, kel lies gueach ma tighemeromp enn hor c’haloun korf adorabl hor Zalver dre ar gommunion. Neuze e tleomp beza iac’h ha neat evel ar c’hoat setim, pehini na vrein morse, kaer ha pinvidik er vertuziou, ha teureul endro d’eomp c’houes vad hor Zalver Jezuz-Krist. Neuze e guirionez Doue a zo azezet var hor c’haloun evel var ar propitiator, hag ann elez hor golo gant ho diouaskel. Oh kristenien, tabernaklou beo, ha braz e tle beza ho kaerded !

Ar c’hantoler aour seiz brank d’ezhan, ha var bep brank eul lampr pe eur c’hleuzeur aour ivez, a oa eur pez labour kaer meurbed. Ar belek braz Aaron a oa karghet he-unan da zerc’hel nos-deiz al lamprou-ze var elum ; hag ar bobl a dlie fournissa evit-se eol olivez euz ann hini kenta. Ar c’hantoler-ze, oc’hpenn ma verke seiz donezon ar Spered Santel ha seiz sakramant ann iliz, a zigase ivez da zonj e tle karantez Doue devi noz-deiz e goueled hor c’haloun ; hag ann eol mad evit he maga, a dle beza hon oberou a drugarez e kenver hon nesa. O bobl Doue ken ann hini koz, ken ann hini nevez, dre bet fesoun eta e tiskouez d’ehoc’h ann Aotrou e fell d’ezhan e ve bepred flamm enn-hoc’h ann tan sakr euz he garantez !





PENNAD XXXVIII.


Aoter ar zakrifisou-losk a zo great ivez gant koat setim, ha goarniset gant lavnennou arem ; al listri hag