Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
LEVR ANN EXOD.

evit ober ann traou a oa da ober endro d’ann tabernakl, (ho greaz hervez ann diviz merket er pennad xxvi.)


————


SKLERIDIGHEZ.


Plijadur a ra d’ar spered ha d’ar galoun guelet pobl Doue o tigas he brofou da Voïzes gant kement a vall hag a larghentez ; ret a oe embann na zeuje mui den da zigas prezanchou. Kristenien vad, na gollit ket ar zonj euz ar skouer gaer-ze, pa vezo eunn dra bennag da ober enn hoc’h iliz. Rak tabernakl al lezen goz, gant ann holl draou a oa enn-han, ne oa ket ker santel hag hon ilizou-ni ; ne oa nemet eur skeud hag eunn diougan euz hoc’h iliz, e pehini ema Doue e guirionez nos deiz e sakramant ann Aoter. Tud paour divar ar meaz, ma n’oc’h ket evit lakaat kement all a aour hag a arc’hant endro d’hoc’h iliz, bezit hoc’h-unan he c’haera ornamant dre ho teoliez, dre ho parfeted enn-hi a gorf hag a spered ; dreist pep tra dre hoc’h aked skouerius d’en em gavout enn-hi bep sul ha bep gouel, evit adori Doue ken etrez-hoc’h, ken gant ho persoun, ken eüruz oc’h ho kuelet dastumet en dro d’ezhan !





PENNAD XXXVII.


Beseleel a ra Arc’h ar ghevredighez, pe erc’hiz all ann Arc’h a allianç, ar c’hantoler seiz brank, Aoter ar c’houesiou-mad, ha kement tra a oa endro d’ezho, evel ma’z int bet divizet gant Doue er pennad xxvi. Ebarz ann arc’h-se e oe lekeat diou daolen ann dek gourc’hemen, goalen Aaron, hag eur muzulad mann.