1. Beseleel hag Ooliab en em ghemeraz eta da labourat, hag ann holl dud habil da bere en doa roet ann Aotrou furnez hag intentidighez evit ma ouichent ober e guir vicherourien ann traou a oa ret da gaout endro d’ar santual, ha kement tra en doa gourc’henennet ann Aotrou.
2. Ha Moïzez, o veza ho galvet gant ann holl dud habil da bere en doa roet ann Aotrou furnez, ha pere ho doa en em ghennighet anezho ho-unan da ober al labour,
3. A lekeaz etre ho daouarn holl brezanchou bugale Israël. Hag evel ma en em roent a zoare da gas al labour araog, ar bobl a zeue bemdez da vintin da ober profou nevez.
4. Ken a oa ret d’ar vicherourien mont da gavout Moïzes.
5. Hag e leverjont d’ezhan : Kenniga a ra ar bobl muioc’h evit n’ez euz ezomm.
6. Moïzes a reaz eta embann dre vouez ann ekanter : Na goaz, na maouez na ghennighet mui netra evit ar santual. Hag evelse ec’h ehanaz ann dud da ghenniga prezanchou.
7. Rak ann traou a oa bet kennighet a oa a voalc’h anezho, ha re zoken.
8. Hag ann holl dud-se, leun ho c’haloun a furnez