Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
LEVR ANN EXOD.

roio euz ann eol-ze da eunn den ha na vezo ket euz a vouenn ar veleien, a vezo lazet euz a drouez he bobl.

34. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Kemerit c’houesiou-mad, stakte hag onix, galbanum a c’houes-vad, hag ezanz euz ann hini guella ; kement euz ann eil hag euz eghile.

35. Hag e reot gan-ho eunn oungant ec’hiz ma ra eunn ounganter, eunn oungant mesket evel ma’z eo dleet, pur ha dign da veza kennighet d’in.

36. Pa ho pezo pillet ann traou-ze holl ha great anezho eur boultren fin-fin, e lekeot euz ar boultren-ze dirag tabernakl ann desteni, el leac’h ma en em ziskouezinn d’ehoc’h. Ar c’houes-vad-ze a vezo evid-hoc’h eunn dra sakr ha santel.

37. Na reot ket eunn hevelep oungant evit ho servich, rak eunn dra consacret d’ann Aotrou eo.

38. Piou bennag a raï eunn hevelep oungant evit kaout ar c’houes-vad anezhan, a varvo euz a greiz he bobl.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ann aoter vihan-ze, hanvet aoter ar c’houesiou mad a oa dishenvel ouz ann aoter vraz a ioa er meaz euz ann tabernakl, ha var behini e vije devet kik ha soa al loened, lazet enn enor da Zoue. Hou-ma a ioa e diabarz ann tabernakl, ha bep mintin ha bep noz, pa vije lazet ann oan ha devet he ghik var ann aoter vraz, e vije rostet c’houesiou-mad var ann aoter vihan-ma, hag ar vogheden anezho a zave etrezeg Doue, evel bouked spirituel ar beden.

Doue a lavaraz da Voïzes : Pa ho pezo great ar gount euz