Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
LEVR ANN EXOD.


22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voïzes,

23. O lavarout : Kemerit louzeier c’houes-vad, mirrh diouc’h ann hini kenta ha diouc’h ann dibab, pouez pemp kant sikl, ha cinnamom eunn hanter nebeutoc’h, da lavarout eo daou-c’hant hanter-kant sikl, ha korz c’houesiou-mad, pouez daou-c’hant-hanter-kant sikl ivez.

24. Ha kanel pemp kant sikl, diouc’h pouez ar santual, hag eol olivez, eur muzuliad hanvet hin.

25. Hag gant ann traou-ze e reot eol santel ar zakraduresiou, eunn oungant hervez ma ho gra eunn ounganter.

26. Ha gant ann eol-ze ec’ht eoliot tabernakl ann desteni, hag arc’h ann testamant.

27. Ann daol gant he listri, ar c’hantoler hag ann traou a zervich endro d’ezhan, aoter ar c’houesiou mad,

28. Hag hini ar zakrifis-losk, hag ann holl draou a zervich d’al lidou a reer var-n-ezho.

29. Santifia a reot ann traou-ze holl, hag e vezint Santel meurbed. Kement den a doucho out-ho a vezo santifiet.

30. Aaron hag he vugale a eoliot gant ann oungant-se, hag e santifiot anezho, evit ma raint ho c’harg a veleien diraz-oun.

31. Da vugale Israël e leverot ivez : Ann eol-ze da ober ar zakradureziou a vezo tra sakr d’in-me enn ho touez hag e touez ho pugale var ho lerc’h.

32. Korf ann den ne vezo ket eoliet gant-han ; ha na reot ket eunn oungant all gant ar memes danvesiou, rak santifiet eo bet, hag eunn dra santel e vezo evid-hoc’h.

33. Piou bennag a raï eunn eol evel-d-han, hag a