Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/136

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
LEVR ANN EXOD.

a vugale Israël, kement hini a vezo bet kemeret he hano, da lavarout eo, ann holl c’hoazed adaleg ughent vloaz, a baeo eunn hanter sikl evit dispignou ann tabernakl. Ar pez a zesk d’eomp e renk pep den, hervez he c’halloud, ober prof d’he iliz, evit ma vezo enn-hi deread pep tra, ha ma vezo great ann offisou en eur fesoun dign euz a vajeste ann Aotrou Doue.

Guelit eur veach c’hoaz gant pebez aked e c’hourc’hemenn Doue sakri kement tra a dle servichout enn he dabernakl, ar pez a zesk d’eomp anat peghen neat e tle beza ar goustianz, peghen kaer e tle beza guisket ann ene hag ar c’horf ivez, pa dostaomp ouz ann aoter, pe evit sakramanti, pe evit klevout ann offeren Zantel.





PENNAD XXXI.


Beseleel hag Ooliab hanvet gant Doue da ober ann traou sakr. — Deiz ar sabat gourc’hemennet adarre. — Diou daolen-mean ar gourc’hemennou, roet gant Doue da Voïzes.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz da Voïzes, o lavarout :

2. Chetu galvet am euz dre he hano Beseleel map Uri, map Hur euz a veuriad Judas.

3. Hag em euz he garghet a spered Doue, a furnez, a skiant, hag a ouisieghez e pep seurt labourou,

4. Evit ma kavo enn he spered kement tra a hell eur micherour da ober gant aour, gant arc’hant ha gant arem,

5. Gant marbr, gant mein precius, ha gant koat a bep seurt.