Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
LEVR ANN EXOD.

28. Ha ma vezo stardet lagadennou ar rational ouz lagadennou ann ephod gant eur ruban perz-glaz, evit ma choumo ann ere stard ha kempen, ha na hello ket ar rational hag ann ephod beza dispartiet ann eil diouc’h eghile.

29. Hag Aaron a zougo hanoiou bugale Israël e rational ar varn var e galon, pa’z aï ebarz er santual, da zerc’hel koun dirag ann Aotrou da viken.

30. Hoghen lakaat a reot var rational ar varn ann daou c’her-ma : Kelen ha guironez, hag e vezint var galoun Aaron pa’z aï dirag ann Aotrou ; hag e tougo bepred barn bugale Israël var he galoun dirag ann Aotrou.

31. Ober a reot ivez sae-hir ann ephod holl e perz-glaz.

32. E kreiz ar penn d’al laez anezhi e vezo toul ar penn, ha tro var dro d’ann digor-ze eur bord gouremet evel ma kustumer hen ober e traon eur pez dillad, evit mirout na rogfe.

33. Er penn d’ann traon euz ar zae-ze, e kenver ann treid, e lekeot tro var dro evel avalou grenaad, great e perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet, ha kleier bihan e kreiz etrez-ho.

34. Enn hevelep fesoun ma vezo eur c’hloc’hik aour hag eunn aval grenaad hag adarre eur c’hloc’hik aour all hag eunn aval grenaad.

35. Aaron a visko ar zae-ze, pa raï he garg a velek, evit ma vezo klevet son ar c’hleier, pa’z ai ebarz er santual dirag ann Aotrou, ha pa’z ai er meaz, evit na varvo ket.

35. Ober a reot ivez eul lavnen enn aour pur meur-