Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
LEVR ANN EXOD.

ober a reot gant aour, perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet, ha lin fin troet.

16. Pevarc’hornek e vezo, ha daou visk enn-han ; bez' en devezo eur raouenn ken enn hed ken el ledander.

17. Hag e lekeot var-n-ezhan pedeir renkad mein pricius ; er renk kenta e vezo ar vein sardoan, topaz, hag emeraod ;

18. Enn eil renk, ar vein skarboukl, saphir ha jasp ;

19. Enn drede renk, ar vein ligur, akat hag amethis.

20. Er bederved renk, ar vein krizolit, onix, ha berill ; hag e vezint holl sternet enn aour dre renk.

21. Hag e toughint hanoiou bugale Israel ; daouzek hano a vezo engravet enn-ho ; pep mean a zougo hano eur meuriad hervez renk ann daouzek meuriad.

22. Ober a reot evit ar rational ; diou chaden enn aour pur meurbed ha stag ann eil ouz eben,

23. Ha diou lagaden aour pere a lekeot e daou gostez ar rational er penn d’al laez.

24. Tremen a reot ann diou chaden aour dre al lagadennou a zo e daou benn ar rational.

25. Ha penn ar chadennou-ze a dremenot dre ar bouklou a zo e daou du an ephod dirag ar rational.

26. Ober a reot ivez diou lagaden aour, pere a lekeot e traon ar rational var ar bordou a zo dirag ann ephod hag a zell ouz ann tu diabarz anezhan.

27. Ober a reot c’hoaz diou lagaden all enn aour da veza lekeat e traon ann ephod enn daou du rag-eün d’ar re a zo e traon ar rational, evit ma vezo gallet staga just ar rational ouc’h ann ephod,