Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
LEVR ANN EXOD.

bed, ha var-n-ezhi ec’h engravot evel ma ra ar skulter : Santelez d’ann Aotrou.

37. Hag e stagot anezhi gant eur ruban perz-glaz var ar mintr,

38. Anat var dal ar belek braz. Hag Aaron a zougo ann holl bec’hejou ho devezo great bugale Israël er profou hag enn donezonnou ho devezo kennighet ha sakrifiet.

39. Ober a reot ivez ar c’hrez striz e lin fin, hag ar mintr ivez e lin fin, hag ar gouriz a vezo eul labour brao great gant ann nadoz.

40. Hoghen da vugale Aaron e reot saeiou fin, gourizou ha mintrou evit gloar ha dekor servich Doue.

41. Hag e viskot gant ann traou-ze holl Aaron hag he vugale var eunn dro gant-han. Sakri a reot ho daouarn d’ezho holl, hag ho santifia a reot, evit ma raint diraz-oun ho c’harg a veleien.

42. Ober a reot ivez kalsonnou lin da c’holei ar c’horf adaleg ann diougroazel beteg ann daoulin.

43. Hag Aaron hag he vagale ho guisko pa’z aint ebarz tabernakr ann desteni. pe pa dostaint ouz ann aoter da zervicha er santual, gant aonn na vent kabluz a bec’hed, ha na varfent. Al lezen-se a vezo lezen da vikenn evit Aaron hag evit he lignez enn he c’houde.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar pennad-ma a zesk d’eomp peghement a stad a ra Doue euz lidou he religion, pa’z eo guir en deuz prijet merka he-unan pe seurt dillad a zougje ar velein hag holl dud ann ta-