Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
LEVR ANN EXOD.

raint da Aaron ho preur ha d’he vugale, evit ma raint ho c’harg a velek diraz-oun.

5. Kemer a raint evit-se aour, perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet ha lin fin.

6. Ann ephod (pe guisk ann diouskoaz), a raint gant aour, perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet, ha lin fin troet, hag ann traou-ze nadozet a bep seurt livou.

7. Ann ephod en devezo daou zigor er penn da laez, unan e pep tu, evit, pa vezo guisket, na raio nemet eur pez.

8. Ar mezer anezhan hag al labourou a bep seurt liou a vezo var-n-ezhan, a vezo enn aour, e perz-glaz, e mouk, e skarlek diveach livet, hag e lin fin troet.

9. Kemer a reot ivez daou vean onix, hag e skrivot doun enn-ho hanoiou bugale Israël.

10. C’houec’h hano var unan, ha c’houec’h all var eghile, diouc’h renk ho ganedighez.

11. Engravi a reot enn-ho hanoiou bugale Israël ec’hiz ma ra ar skulter hag ar meiner, hag ho sternot tro-var-dro enn aour.

12. Hag ho lekeot var ann ephod, unan e pep tu, da zerc’hel koun euz a vugale Israël. Hag er c’hiz-se Aaron a zougo ho hanoiou var he ziskoaz dirag ann Aotrou evit derc’hel sonj anezho.

13. Ober a reot ivez bouklou enn aour,

14. Ha diou chaden enn aour pur meurbed ha stag ann eil ouz eben, hag e tremenot anezho ebarz er bouklou.

15. Ober a reot ivez rational ar varn gant labourou a bep seurt liou henvel ouz mezer ann ephod ; hen