Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
LEVR ANN EXOD.

mann, ha taolennou al lezen, hag e pehini ne’z ea nemet ar belek braz, hag eur veach er bloaz hep ken, o toughen etre he zaouarn goad ann anevaled lazet ha rostet enn enor da Zoue, a oa hervez Sant Paol, skeuden ann Env, eleac’h ma eo eat eur vech hepken hor Zalver Jezuz-Krist, goude beza great he zakrifis ha skuillet he c’hoad evid-omp. Ar santual, da lavaret eo, ar penn kenta euz ann tabernakl epeleac’h edo ann daol aour, ar bara kennighet hag ar c’hantoler, a verke guir Iliz Doue var ann douar da lavaret eo, ann eneou santel ha parfed kement ha ma heller beza er vuez-ma. Hag ar c’hloz e pehini e velet aoter ar zakrifisou a helle skeudenni koumansamant ar vuez kristen, e pehini ne zear, eme ann Tadou, nemet dre ar binijen hag ann oberiou mad, merket, emez-ho, dre ar zakrifisou-losk.





PENNAD XXVIII.


Dillad-belek Aaron, ha re he vugale.


1. Kemerit ivez gan-ehoc’h euz a douez bugale Israël, Aaron ho preur gant he vugale, evit ma raint ho c’harg a velek diraz-oun, Aaron, Nadab hag Abiu, Eleazar hag Ithamar.

2. Hag ober a reot da Aaron ho preur eur viskamant zantel evit gloar ha dekor ar relijion.

3. Komz a reot d’ann holl dud fur a galon, da bere am euz roet gant larghentez ar Spered a ententamant, evit ma raint dillad Aaron, ha ma rai he garg a velek diraz-oun, santifret enn-ho.

4. Chetu ama ann dillad ho devezo da ober : Ar rational, ann ephod, ar zae hir, hag ar c’hrez strissoc’h, ar mintr hag ar gouriz. Ann dillad sakr-ze a