Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
LEVR ANN EXOD.

bourou brodet ; pevar fost e devezo gant kement all a ziazeziou.

17. Holl bostou ar c’hloz tro-var-dro a vezo guisket gant lavnennou arc’hant, ho rizennou a vezo enn arc’hant hag ho diazeziou enn arem.

18. Ar c’hloz a zalc’ho kant ilinad enn he hed, hanter-kant enn he ledander, hag he huelded a vezo pemp ilinad ; he stignou a vezo great gant lin fin troet, hag he ziazeziou a vezo enn arem.

19. Holl listri ann tabernakl evit pep zervich ha pep lid, he bostou kouls ha re ar c’hloz, a reot enn arem.

20. Gourc’hemennit da vugale Israël digas d’ehoc’h eol euz ann hini pura, tennet euz frouez ar guez olivez flastret er pilouer, evit ma vezo ar C’hleuzeur bepred var elum.

21. E tabernalkl ann desteni e diaveaz ar vouel a zo displeghet dirag arc’h ann desteni. Aaron hag he vugale ho devezo ar garg da evesaat var ar c’hleuseur evit ma taolo sklerijen beteg ar mintin dirag ann Aotrou. Al lid-se a vezo peurbaduz hag a dremeno a rum da rum enn ho lignez e kreiz bugale Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar c’hloz great tro-var-dro d’ann tabernakl a oa evel iliz ar bobl ; rak ar bobl ne’z ea morse e diabarz ann tabernakl. Ebarz er c’hloz-se, ha dirag aoter ar zakrifisou-losk, e pede ar bobl hag e kemere perz er zakrifis, o tibri eno dirag Doue lod euz ar pez a vije bet kennighet da Zoue var ann aoter.

Al leac’h santel-santella, e peleac’h edo ann arc’h, ar