Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
LEVR ANN EXOD.


36. Ober a reot c’hoaz eur vouel, da lakaat var doull dor ann tabernakl, gant perz-glaz, moug, ha skarlek diveach livet, ha gant lin fin troet, ha var-n-ezhi takennou evel plun laboused.

37. Alaouri a reot pemp post koat setim ouc’h pere e vezo staghet ar vouel ; ho rizennou a vezo enn aour hag ho diazezou enn arem.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ann tabernakl-ze, euz a behini e roaz Doue he-unan ann tres hag ann diviz da Voïzes, a dlie beza iliz ar bobl a Israël epad he veach, ha pell zoken goude ma vije digouezet enn douar prometet, pa’z eo guir ar c’henta templ bras a oe great d’ar guir Doue a oe hini Salomon.

Evit ma vije essoc’h he zizober, hag he blega pa renkje ar bobl mont enn hent, e oe ret he ober gant eleiz a besiou ; mes kement-se holl a skeudenne traou all ha ne oant neuze nemet e spered Doue.

Ann tabernakl-se a oa anat skeuden Iliz Doue enn amzer da zont, Iliz Jezuz-Krist savet euz a holl boblou ann douar, dishenvel etrez-ho, mes frammet hag unanet stard dre ar memes feiz, ar memes karantez hag ar memes esperanz.

Ar goueliou kaer-ze great gant lin fin, ha livet gant ar pez a ioa a brisiusa ebarz enn amzer-ze, a verke ghened Iliz Jezuz-Krist hag ar vertuziou kaer a vije pratiket enn-hi. Al liou dishenvel, ar labourou brao nadozet var-n-ezho, evel laboused gant ho flun marellet, a verke donezonou dishenvel ar Spered Santel, hag ar vertuziou skeduz a ziskouezje ar gristenien vad e pep amzer gant ar zikour euz he c’hras.

Ar c’holoen ghenta, pehini a oa evel lambrusk ann taber-