Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
LEVR ANN EXOD.

arc’hant a vezo c’houezek anezho, daou ziazez dindan pep planken.

26. Ober a reot ivez pemp treuz koat setim, da zerc’hel stard etrezho plankennou ann tabernakl enn eunn tu.

21. Ha pemp all evit ann tu all, ha kement all evit ann tal a sko var ar c’huz heol.

28. Lekeat e vezint a dreuz var ar speuren adal eur penn beteg ar penn all.

29. Alaouri a reot ar plench, hag e plantot enn-ho lagadennou aour, dre bere e tremeno ann treuzeliou a dle delc’her stard ar plankennou, hag ann treuzeliou-ze a c’holoot gant lavnennou aour.

30. Hag e savot ann tabernakl hervez ar skouer a zo bet diskouezet d’ehoc’h var ar menez.

31. Ober a reot ivez eur vouel gant perz-glaz, moug, ha skarlek diveach livet, ha lin fin diveach troet, hag e lekeot varnezhi broderez a bep seurt, marellet kaer.

32. Hag e stagot ar vouel-ze ouc’h pevar fost koat setim, pere a vezo alaouret, hag ho rizennou a vezo enn aour hag ho diazezou enn arc’hant.

33. Hoghen ar vouel-ze a vezo staghet gant lagadennou ; hag e lekeot enn diabarz anezhi arc’h ann desteni, hag e tispartio al leac’h meurbed Santel diouc’h ar Santual.

34. Ar propitiator a lekeot ivez var arc’h ann desteni ebarz al leac’h Santel meurbed.

35. Hag ann daol a lekeot e diaveaz ar vouel, ha rag-enep d’ann daol, ar c’hantoler e tu ar c’hresteiz euz ann tabernakl, rag ann daol a vezo e tu ann hanternoz.