Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
LEVR ANN EXOD.

nakl a oa perz-glaz, liou bolz ann env, rak pa bedomp e sav bepred hor spered hag hor c’haloun var zu ann env.

Ann eil goloen a oa great gant bleo kanval, doare mezer gros evel burell, hag a verke ar binijen, eme zant Gregor.

Ann deirved goloen, great gant krec’hin denved livet e ruz a verke Jezuz-Krist, oan divlam, ha rusiet gant he c’hoad, hag ivez ar verzerien, ruz gant ho goad, ha muioc’h c’hoaz gant tan ar garantez.

Ar bederved goloen, great gant krec’hin livet e glaz, a verke c’hoaz bolz ann Env, ann termen euz hol labourou, hag hon esperanz diveza.

Ar gristenien, o veza e guirionez templou Doue, a dle en em gonsideri evel beachourien var ann douar, huanadi etrezeg ho guir vro, ha kerzet var-zu enn-hi dre ar binijen, dre verzerenti ar galoun, dre ar garantez hag an esperanz.





PENNAD XXVII.


Diviz ar zakrifis-losk ; kloz ann tabernakl ; ann elumach.


1. Ober a reot ivez ann aoter gant koat setim, hag e devezo pemp ilinad hed, kement all e ledander, da lavaret eo, e vezo karre, hag e devezo tri ilinad huelded.

2. Enn he fevar c’hoign e savo pevar c’horn, hag he golei a reot enn arem.

3. Ober a reot evit he servich listri da zighemer al ludu, gultaniou gant ho ferrierigou, ha reghez, ann traou-ze holl a reot en arem.

4. Ober a reot ivez eur c’hrill arem e doare eur roued, hag enn he fevar c’hoign e vezo pedeir lagaden arem.