Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


Beteg gouzout pehini euz an tri niz a vo kavet mad da herita, an testamant-ma a jomo etre va daouarn, hag ar c’hrouf a rank beza kasset raktal beteg an ti-kear. (An daou dest a gemer ar c’hrouf evit mont huit, gant Valentin var ho lerc’h : hema araok pellât) : Allo ! kenavo, va zud mad hag en eur reketi kement a chanz vad d’an eil eget d’égile ac’hanoc’h...

————


C’HUEC’HVED DIVIZ
ANTON

Klevet e peuz-te biskoaz hano a gement all ? Rei al leve d’an niz a dlie diskuez ar muia glac’har ?... Teir guech immobil a ranke beza hon Tonton adrazur, pa rea eur seurt paper.

OLIER

Ne ket chom da vantri eo brema : poënt eo labourat, breur paour, m’ar fell d’eomp kaout an heritaj hon devoa kement a ezom anezan evit gellout en em zizc’hlea !

ANTON

Gwir eo, ni hon daou en em glevo atao, n’euz forz pehini ac’hanomp a ve dibabet evel heritour ; mez penaoz miret ouz Julian da veza choazet en hon raok ? Eno e ma an dalc’h.

OLIER

Deomp da gaout hor breur : marteze, gant hor c’homzou flour hag hor promessaou trompluz, e teuimp aben d'’hen lakat da renons d’an heritaj, dirak testou...

ANTON

Possubl awoalc’h, avad !... Koulzkoude, ervez va zantimant, e ve c’hoaz gwelloc’h gounid Jermen, rag ar marmouz-ze a c’helfe beza kalz noazus