Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —


OLIER (da Anton)

Gant ma raïo tro c’houllo, da viana !

ANTON

Aze n’euz ket muioc’h a destamant eget na zeuz peziou aour var bal va dorn.

VALENTIN (O tifoucha eur paper)

Ac’hanta : petra lavaren-me ?...

OLIER

Petra zo, ta ?

VALENTIN

Skrivet eo var ar paper-ma : eil Testamant Biel Pendavad.

ANTON

Siouas !

OLIER

Piou hen dije kredet ?

VALENTIN

... Gwelomp ar pez zo diabarz : « Me, Biel Pendavad, a c’houlen ma vo roet va danvez d’an niz hen devezo diskuezet kaout ar muia keuz d’in goude va maro. Va mevel Jermen a vezo karget da rei da anaout d’an Aotrou Valentin, barner, hano an niz karantezussa... An testamant-ma a freuz kement hini all am beffe great diagent... Great d’ar c’henta a viz ebrel mil nao c’hant eiz. »

OLIER

M’hon dije goezet oa red diskuez keuz !!

VALENTIN

Hen gwelet a rit, brema, koulz ha me ; an testamant-ma a c’hell chench doare d’an traou... Da biou a vo al leve ? Den n’ber goar, nonde vingt-deux, nemet diviner e ve...