Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


d’eomp, dre ma zeo bet re frank hor ginou dirazan, hag, her gouzout a rez, hennez a vo braz he c’halloud dirak ar barner.

OLIER

Petra da ober, neuze ?

ANTON

Me a ve aviz e prometfemp dezan eun dra benag guest da ober plijadur d’he galoun !

OLIER

Ha me ive ! Double barriken, n’euz ket a riskl evit prometti eur ialc’had arc’hant : goudeze ni a daillo d’ezan.

ANTON

Dao deï neuze !... Mont a ran d’hen gervel ; mez da c’hortoz, kemer da vouchouer ha gra an neuz da zec’ha bep an amzer da zaelou. Goudeze me en em gargo euz ar rest... Prest out ?

OLIER

Ia : pa gari e c’halvi Jermen...

————
SEISVED DIVIZ


ANTON

Jermen... Jermenik, e peleac’h e maout-ta ?

JERMEN

Ama e m’aoun, o skuba ar porz-kloz.

ANTON

Ne dal ket ar boan en em skuiza evel ma rez ; deuz ama da varvaillat ganeomp-ni eur pennadik.

JERMEN (O tont)

Petra zo nevez ganeoc’h, Anton ?