ti tout, en dro d’ezan, traon ha kreac’h, na weler nemet kestennadou gwenan, hag eun devez Fanch a lavaraz e vije bet red d’ezan ober evelt ar re all, lakat ive ar soufren da zistruja lod anezo. Da bete neuze den ebet na nevoa c’hoaz komandet ebarz ar menach, an union a oa parfet, na vanke nemet da unan rei da anaout petra en deveze c’hoant, evit lakat ar re all da veza deuz e gostez. Mez an dro-ma, Fanch a oa digouezet fall, rag Annaïk a respontaz gant eun er a gomandamant na bermetche biken a vize lazet hini ebet euz he gwenan, ha rak-se, Fanch n’en devoa netra da ober nemet plega e liven gein, mez red a oa gwelet anezan, ar paour kez den, ken trist o tistrei en dro da di e vestr en eur c’hrosmolat : na pegen drol eo ar merc’hed, emezan, petra rin breman pa zeuio d’in eun ed gwenan all pa na meuz plas ebet d’e lakat ? O sonjal en dra-ze edo, pa erruaz e vestr gantan pehini, o welet anezan ken trist, a c’houlennaz digantan petra a oa a nevez, ha p’hen devoa kontet Fanch d’ezan e c’hlac’har, hen a respontaz : marteze, emezan, Annaïk n’he deuz ket bet kement-se a dor o viret deuz ouzoc’h da laza ho kwenan, rag me meuz lennet an deiz-all war eur journal na oa ket red laza ar gwenan evit kaout o mel. Klasket a oa ar journal, hag a oa kavet varnan, en effet, ar moien da denna o mel digant ar gwenan heb o distruja, ha setu Fanch kontant da veza bet kontrariet eur veach gant e vreg, rag an hini a vize bet tremenet e kichen ti Fanch e tro gouel Mikeal en dije gwelet ebarz an ti eur bern kestennou mel, renket eno da c’hortoz ma vizent kaset da di ar marc’hadour, hag an tremeniat-se en dije lavaret
Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/41
Neuz