Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

ennan e-unan : sell ta, Fanch en deuz distrujet eur gwiskat mad euz e wenan ; an hini en divije lavaret an dra-ze, a vije en em drompet, rag evit kaout tout an dra-ze, na oa ket bet lazet a wenan. ha koulskoude en devoa bet eur sommik brao a arc’hant evito, pehini a oa plaset ebarz ar c’hef da espern, ha beb bloa ar som-se a greske, rag brema beb bloa a vize kavet mel da verza.

Jan-Mari a oa er skol ha komanset dija da zont braz, hag evelt m’hen devoa kalz a spered, e teske buan, hag eun devez, hen o lavaret d’e dad ha d’e vamm : me, emezan, a meuz c’hoant da vont d’ar seminaër ; c’hoant en devoa da veza belek, e dad hag e vamm a jommaz souezet euz e glevet, var an taol a erruaz Mari-Jan Ar C’hrenn, hag a ieaz a du gant he mab bihan, ha setu ma oa desidet kas ar paotr d’ar seminaër, rag brema ar re-ma a oa dija tud en o eaz, rag ar gwenan o devoa prosperet mad, hag en devez ma oa beleget e vab, Fanch a roaz d’ezan c’hoaz ar rest euz an arc’hant a jomme gantan en eul lavaret d’ezan : dont a ran va mab, da rei d’id ar rest deuz da arc’hant, rag an devez ma oaz badezet, e kaviz eun ed gwenan hag a brometiz lakat a goste tout ar pez em bize gonezet ganto evit rei d’it da zevez da eured, rak-se eta, goude beza paët da vloaveziou seminaër, a jom c’hoaz, evel ma velez, eun dornadik bran ganez. Ar belek iaouank a gemeraz ar ialc’h en eur drugarekaat e dad deuz ar vadelez hen devoa bet evitan.

Eur pennadik da c’houde, Fanch a oa souezet braz o welet masonnerien, kunduet gant eur mestr labour, oc’h erruout e kichen e di ; ar re-ma a zeue